BRO GOZ MA ZADOU                            

(Bro goz.mid) 

Ni Breiziz a galon, karomp hon gwir Vro !
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro
Dispont kreiz ar brezel, hon tadou ken mad,
A skuilhaz eviti o gwad.
 
O Breiz ma Bro ! me gar ma Bro.
Tra ma vo mor ‘vel mur ‘n he zro,
Ra vezo digabestr ma Bro !
 
Breiz, douar ar Sent koz, douar ar Varzed,
N’eus bro all a garan kement barz ar bed.
Pep menez, pep traonien d’am c’halon ‘zo kaer
Enne kousk meur a Vreizad ter !
 
Diskan
 
Ar vretoned a zo tud kalet ha kreñv ;
N’eus pobl ken kaloned a zindan an neñv.
Gwerz trist, son duduis a ziwan eno,
O ! Pegen kaer ec’h out ma Bro !
 
Diskan
 
Mar-d’eo bet trec’het Breiz er brezeliou bras
He yez a zo bepred ken beo ha biskoaz.
He c’halon birvidik a lamm c’hoaz ‘n he c’hreiz,
Dihunet out bremañ, ma Breiz !

 

Diskan

 

RETOUR